Deuit mat e Kavout

ar bloaziadur gwenn ha du

Amkanioù

Al load-mañ a zo bet soñjet evit Yann vrezhoneger da gentañ. Savet eo bet evit e sikour da gavout brezhonegerien all, aozadurioù hag a ra gant ar brezhoneg, loadoù brezhonek pe c'hoazh servijoù e brezhoneg, hag evit e lakaat d’ober anaoudegezh gant ar pezh a vez graet en e yezh.

Soñjet ez eus bet ivez en dud hag en aozadurioù a labour e brezhoneg pe a sav traoù e brezhoneg. C'hoant ez eus bet o brudañ ha brudañ o labour evel-se.

Ouzhpenn krouiñ liammoù, ar soñj a oa c'hoazh kas ar brezhoneg war-raok. Pouezus ez eus bet kavet sevel ur benveg nevez hag a c'hallfe reiñ c'hoant d’an dud ha d’an aozadurioù da implijout ar yezh ha da reiñ ur stumm brezhonek d’o load.


Enklaskoù

Pa vez graet un enklask e teu an disoc'hoù war wel er mod-se.

Evit gouzout hiroc'h ez eo dav klikañ war an tric'hornioù bihan ha du.

Pa vez kliket warno adarre e teuont en o stumm kentañ en-dro.

Abaoe ar ez eus bet 18080 enklask.

Ober un enklask.