Kehentiñ
Radio Kerne
Atersadenn kaset gant Marianne Vaidie d’an 8 a viz Du 2018, ha skignet d’an 12 a viz Du 2018 etre 4 eur 30 ha 6 eur war Arvorig FM, Radio Bro Gwened, Radio Kerne ha Radio Kreiz Breiz, en abadenn Re bell ganti. Ho tigarez evit kalite ar son hag evit an troc'hoù (unan bihan er penn-kentañ hag unan brazikoc'h pelloc'h, ur goulenn a vank aze).
Votre navigateur n'est pas compatible avec l’élémentaudio
.
Ya!
Atersadenn kaset gant Yann-Fañch Jacq hag embannet er gazetenn Ya! niverenn 702, deiziadet 23 a viz Du 2018, pajenn 5.
Yezh
Ar brezhoneg aes da gavout
Pennad kaoz gant krouer ur bloaziadur gouestlet d'ar brezhoneg.
Perak seurt bloaziadur ?
Un hent etre ar yezherien hag an obererien eo a felle din sevel. A-wezhioù e vez diaes d'ar re o deus desket ar yezh nevez zo reiñ talvoudegezh d'o barregezhioù nevez ur wezh echu gant o c'hentelioù.
Peseurt aozadurioù a ra gant ar brezhoneg ? E-pelec'h kavout anezhe ? Peseurt servijoù a ginnigont ?
Da 'm meno e vanke ur benveg evit ober an enklaskoù-se, koulz evit ar yezherien nevez eget evit ar re a oar ar yezh abaoe pell. Hag eus an tu all ivez ne vez ket aes atav d'an aozadurioù tizhout ar vrezhonegerien. Ma c'hell Kavout sikour an eil re hag ar re all d'en em gavout ne 'm bo ket labouret en aner.
Petra eo e istor ?
Ar stumm kentañ am boa krouet buan a-walc'h. Lakaet em boa anezhañ enlinenn e-kerzh an hañv 2017, d'an 2 a viz Gouere evit bezañ resisoc'h. Hogen ne oa nemet ur stumm arnodiñ. Dav e oa lakaat danvez ouzhpenn e-barzh, bravaat anezhañ un tamm ha labourat war ar surentez dreist-holl a-raok kemenn ez eo digor d'an neb a gar. Hiroc'h eo bet eget na soñjen. Serret em boa [pajenn] an enklaskoù n'eus ket pell zo, [eus] an 22 a viz Here 2018 d'ar 1añ a viz Du a-benn echuiñ al labourioù ret. Digor eo da vat bremañ, ha krog on da labourat war ar c'hehentiñ.
Petra a ra berzh ?
Yaouankik eo ar bloaziadur c'hoazh evit respont d'ar goulenn-mañ. Dianav e oa a-raok miz Du, hag al labour evit ma vefe anavezet ne ra nemet kregiñ. Gallet em eus kontañ en tu all da 200 enklask goude ar sizhunvezh kentañ neoazh, d'an 7 a viz Du – ne 'm eus ket kontet ma re aze, evel-just. Gwelet e vo penaos e troio an traoù. Fonnus e c'hell redek ar c'heleier gant ar Genrouedad, ha muioc'h c'hoazh gant sikour ar mediaoù ouzhpenn.
Petra eo bet an diaesañ d'ober ha perak ?
Pajenn an evezhiadennoù an hini eo am eus kavet an hirañ da sevel. Kalz a gudennoù [am] eus bet da ziluziañ pa labouren warni. E gwirionez, n'on ket boaz da sevel lec'hiennoù ha da brogrammiñ. Tro [am] eus bet d'ober evit ma studioù hag en diavaez anezhe bloavezhioù 'zo, met biskoazh n'eo bet ma micher. Aes e vo deoc'h kompren em eus bet diaesterioù hogos bewezh ma 'm boa un dra nevez d'ober. Ha gwir eo ne glaskan ket kavout kodoù war ar gwiad. C'hoant am bez da gompren dalc'hmat ar pezh a skrivan ha da gaout ur c'hod hag a glot tre gant ma ezhommoù.
Penaos e vez kaset da benn, arc'hantaouet... ?
Evit ar poent e ran war-dro ar bloaziadur ma-unan, hag evidon eo ar frejoù. Gouzout a-walc'h a ran ne c'hello ket padout evel-se e-pad gwall bell. N'on ket pinvidik a-walc'h evit tremen kement a amzer war ul labour bennak ha paeañ evitañ ouzhpenn.
Ar pezh am eus graet n'eo nemet ur c'hinnig. Mar bez prest an aozadurioù da reiñ un draig evit ma kendalc'hfe e vo gwellaet c'hoazh. Ha binviji nevez a glaskin sevel war-lerc'h.
Da c'hortoz e c'hellit bezañ e-barzh evit netra, hag evel-se e vo betek fin ar bloaz a zeu. N'eus nemet skrivañ :
https://kavout.brezhoneg.world
en ho merdeer, mont war ar bajenn “Darempred” ha sevel ar goulenn. Deuit stank 'ta !
Kevredigezh Vrezhon
Kinniget eo bet ar bloaziadur en emvod-kelaouiñ aozet gant Kevredigezh Vrezhon d’ar Sadorn 12 a viz Genver 2019 e Kemper.
Stumdi
Kaoz a zo bet eus ar bloaziadur en niverenn 168 eus Keleier Stumdi d’ar Meurzh 9 a viz Ebrel 2019.